Canterbury Tales

Tresadenn en embannadur 1484. Canterbury Tales (Tales of Caunterbury e krennsaozneg, "Istorioù Canterbury") zo un dastumad kontadennoù saoznek gant ar barzh saoz Geoffrey Chaucer (1343-1400). Pevar istor warn-ugent zo el levr, anezho 17 000 linenn krennsaoznek, skrivet etre 1387 ha 1400. Darn zo e komz-plaen, met e gwerzennoù eo ar pep muiañ nezho.

E 1386 e teuas Chaucer da vout Controller of Customs and Justice of Peace ("Gwirier ar Maltouterezh ha Barner a Beoc'h") ha tri bloaz goude, e 1389, Clerk of the King's work ("Kloareg Labourioù ar Roue"). Er bloavezhioù-se eo e krogas Chaucer da verat e skrid brudetañ, The Canterbury Tales. Kinniget eo an dastumad evel ur genstrivadeg etre pirc'hirined saoz o vont en ur bagad eus Londrez da Ganterbury da bediñ war bez Sant Thomas Becket en iliz-veur Canterbury. Ur priz zo da c'hounit : ur pred en ostaleri, an Tabard Inn, e Southwark war an hent d'ar gêr.

Canterbury Tales a zo, gant Sire Gauvain et le Chevalier vert (dianav anv an oberour) ha Piers Plowman (gant William Langland), e-touez kentañ oberennoù anavezet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search